Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Mazhev 21:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur lavaret: Douja a raint va Mab! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En tu dehuéhan ean e cassas dehai é vab é‐unan én ul laret: Doujein e reint me mab. |
Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Hag e lavaren: Va doujañ a ri da nebeutañ, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoù.
Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc’h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho an hevelep tra.
Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.