Mazhev 21:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs petra e chonget‐hui? un dén en doé deu vab; hag ean e yas de gavouèt er hetan hag e laras dehou: Me mab, quêrhet hinihue de labourat ém huiniêcg. |
Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?
Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.
Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d’e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c’hourc’hemenn d’ar porzhier bezañ dihun.
Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.