Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Mazhev 20:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c’hentañ en ho touez, a vo ho sklavour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pihue‐benac e fellou dehou bout er hetan arh‐anoh, revou sclav doh‐oh. |
Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Met ne vo ket evel-se etrezoc’h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
En em dleout a ran d’ar C’hresianed kenkoulz ha d’ar Varbared, d’ar re ouiziek kenkoulz ha d’ar re ziouiziek.
Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c’hoazh va-unan evit hoc’h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc’h, o karout ac’hanoc’h gant kement a garantez.
Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.