Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Mazhev 20:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra‐benag diganthan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé mam bugalé Zebede e dostas de Jesus guet hé deu vab, hag en adoras én ur houlen guet hou un dra. |
Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat.
Bez’ e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome,