Mazhev 19:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c’hoazh? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Miret em euz an holl draou‐ze adaleg va yaouankiz; petra a vank d’in‐me c’hoas? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En dén youancq‐cé e laras tehou; Groeit e mès er péh e laret, ag eu oaid tinéran, petra e chome hoah guet‐n’eign d’hobér? |
Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.