O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
Mazhev 18:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze he aotrou, o veza galvet anezhan, a lavaraz dezhan: Servicher fall, pardonet em boa d’id da holl c’hle, dre ma ez poa va fedet; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé en Eutru e galhuas dirac‐t‐hou er méhuel‐zé, hag e laras dehou: Méhuel fall, él m’hou poé ean goulennet guet‐n‐eign, hou telé e oé bet distollet t’oh. |
O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac’haret bras hag a yeas da gontañ d’e aotrou kement a oa c’hoarvezet.
Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec’h na’m eus ket hadet hag e tastuman e-lec’h na’m eus ket strewet,
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.