Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.
Mazhev 18:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac’haret bras hag a yeas da gontañ d’e aotrou kement a oa c’hoarvezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He gen‐zervicherien, o velet kementse, a oe glac’haret braz, hag e teujont da lavaret d’ho aotrou kement a oa c’hoarvezet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er méhuélion arall, poéniet ha chiffet é huéled quement‐cé, e laras d’ou Eutru ol er péh e oé digoéhet. |
Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Ar roue a voe glac’haret, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, e c’hourc’hemennas e reiñ dezhi,
Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d’e deurel er prizon, betek m’en doa paeet ar pezh a dlee.
Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet.
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d’e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d’e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm hag ar re dall.
Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c’hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober.
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.
Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.