Ar servijer, oc’h en em strinkañ d’e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
Mazhev 18:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E genvreur, oc’h en em deurel d’e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he gen‐zervicher, oc’h en em deurel d’he dreid, a bede anezhan, en eur lavaret: Kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Caër en doé bet en dén‐zé hum durel étal é dreid hag er pedein, én ul laret: Taulet t’eign amzér, ha m’hou paiou. |
Ar servijer, oc’h en em strinkañ d’e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d’e deurel er prizon, betek m’en doa paeet ar pezh a dlee.
Kelennet oc’h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c’henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc’h ur ministr feal eus Krist
Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin.