Mazhev 16:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar C’hrist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé ean e zivennas é zisciplèd larein de zén penaus e oé ean Jesus‐Chrouist. |
Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d’ar c’houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.
Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc’h eus staget ouzh ar groaz.
Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.