Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.
Mazhev 15:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ aet ac’hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec’h azezas eno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus en hum dennas a ino hag e zas trema en aud er vôr Galile; ha p’en doé crapet arh ur mané, ean e azéas ino. |
Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.
Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec’h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod.
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
ha war ar blaenenn betek ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol, ha betek mor ar blaenenn, a zo Mor an Holen, er sav-heol war hent Bet-Jeshimod, ha war-zu ar c'hreisteiz betek traoñ ar Pisga.