Mazhev 15:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Greg! da feiz a zo braz; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur‐ze. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e laras dehi: Moés, hou fé e zou bras; re vou groeit t’oh revé hou hoant; hag hi merh e oé yahet arh en ær‐zé. |
Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour.
Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.
Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar c’hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec’h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac’haet.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.