Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Mazhev 14:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n’ho pet ket aon! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quentéh Jesus e gonzas doh‐t‐hai, hag e laras: Hou péet fé, mé é, ne zoujet quet. |
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.
Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.
Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?
Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc’hemenn ac’hanon da vont da’z kavout war an doureier.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.
Met an ael a lavaras d’ar gwragez: Evidoc’h, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
rak holl e weljont anezhañ hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n’ho pet ket aon.
Met an ael a lavaras dezhañ: Na’z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c’hano dit ur mab hag e c’halvi e anv Yann.
An ael a lavaras dezhi: Na’z pez ket aon, Mari, rak kavet ec’h eus trugarez dirak Doue.
Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.
An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.
kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
En noz war-lerc’h, an Aotrou a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec’h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.