An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù da brenañ boued.
Mazhev 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe yas Jesus quit, e huélas un nivéh vras a dud, hag ean en doé truhé doh‐t‐hai, hag e yahas ou zud clan. |
An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù da brenañ boued.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.
Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.