Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Mazhev 13:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ar park, eo ar bed; an had mad, eo bugale ar rouantelez; an ivre, eo bugale an drouk‐spered; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er parq e zou er bed: en hâd mad e zou bugalé er Ranteleah; hag er fall lezeu e zou er vugalé droug; |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c'hell ket mirout e vuhez a blego dirazañ.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.
met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.
met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,
Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.
a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.
Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.