Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Mazhev 12:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma komze c’hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe conzé hoah d’oh en dud, chetu é vam hag é vredér e oé er mæz, hag ind e elasqué de conz tehou. |
Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit.
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.
Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc’h.
Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Pa weljont anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec’h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac’hanout gant glac’har.
Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon.
Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
Mamm Jezuz, c’hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc’he tost ouzh kroaz Jezuz.
Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
Ha pa voe aet e vreudeur d’ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d’an holl, met evel e-kuzh.
Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac’han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,
Ar re-se holl a gendalc’he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.
Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?