An hini a evesha war e c'henoù a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloù a gavo e goll.
Mazhev 12:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac dré hou guirieu, didamallet‐vehet, ha dré hou guirieu, tamallet‐vehet. |
An hini a evesha war e c'henoù a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloù a gavo e goll.
Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.
Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.
Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c’hoant da welout ur mirakl graet ganit.