Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?
Mazhev 12:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Péb guéen vad e zougue fréh vad, ha péb guéen fall e zougue fall fréh; rac‐cé doh er fréh e zougueint, hou hanàuein e rehet. |
Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?
Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.
Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.
Va breudeur, hag e c’hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c’hell reiñ dour sall ha dour dous.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.