a zo heñvel ouzh sklêrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.
Malaki 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou. |
a zo heñvel ouzh sklêrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
ar c'hamm a lammo evel ur c'harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko er gouelec'h ha froudoù el lec'h didud.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!
Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.
Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.
Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.
Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.
E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.
Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
Rak evel-se en deus an Aotrou gourc’hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
Met ivez e skrivan deoc’h ur gourc’hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc’h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.
E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.
Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!