Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Malaki 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù. |
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Setu, e kasan un ael dirazout evit da ziwall en hent hag evit da lakaat el lec'h am eus kempennet.
Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.
An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.
Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,
O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.
A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc’h ober goulennoù outo.
Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.
Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec’h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.