Malaki 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken. |
Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,
Fur eo e galon ha kreñv e c'halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!
Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.
na vo lazhet na deiz na noz; he mogedenn a bigno da viken, glac'haret e vo a oad da oad, den ne dremeno ken drezi, da viken.
Rak va c'hleze a zo mezviet en neñvoù, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn.
Esperañs ez eus evit da amzer da zont, eme an AOTROU, da vibien a zistroio war o douar.
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!
Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?
Tec'hit, troit kein, en em endonit e kevioù, tud Dedan, rak lakaat a rin da zont war Ezaü e c'hlac'har da vare e gastiz.
Lonkañ a raio da eost ha da vara, lonkañ a raio da vibien ha da verc'hed, lonkañ a raio da zeñved ha da ejened, lonkañ a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujañ a raio gant ar c'hleze da gêrioù kreñv ma fizies enno.
Kouezhañ a reot dre ar c'hleze, barn a rin ac'hanoc'h war harzoù Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.
Hag e sevenin va veñjañs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c'hounnar hag hervez va fulor, hag ec'h anavezint va veñjañs, eme an Aotrou AOTROU.
Hag e rin ac'hanout evel ur roc'h noazh, ul lec'h evit astenn ar rouedoù, ne vi ken adsavet, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.
Da lakaat a rin da vezañ un digenvez peurbad, da gêrioù ne vint ken annezet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Hag e skoin gant an ti-goañv ha gant an ti-hañv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Rak setu an AOTROU a ro e urzhioù, hag e raio d'an ti bras kouezhañ en e boull ha d'an ti bihan bezañ frailhet.
Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C'had ar Filistined. Hag ez int gwelloc'h eget ar rouantelezhioù-mañ, hag o douaroù brasoc'h eget ho touaroù?
Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!
En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.
met kasaet Ezaü, hag em eus graet eus e venezioù ul lec'h distro; ha roet em eus e hêrezh da aourgon ar gouelec'h.