La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Malaki 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Diougan, komz an AOTROU da Israel, dre Valaki.

Ver Capítulo



Malaki 1:1
9 Referencias Cruzadas  

Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


Diougan en deus gwelet Habakuk.


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ warn-ugent eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed o lavarout:


Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:


Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.


Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.