Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.
Levr Rud 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Chom amañ an nozvezh-mañ, ha setu a-benn warc'hoazh, ma fell dezhañ da zasprenañ, mat e vo, e taspreno, met ma ne blij ket dezhañ da zasprenañ, me a zaspreno ac'hanout; an AOTROU a zo bev. Chom gourvezet amañ betek ar mintin. |
Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.
hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.
Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’on ket aet c’hoazh da Gorint,
An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc’h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù.
Hag e lavaras: Va breudeur e oant, mibien va mamm. An AOTROU a zo bev, ma ho pije lezet dezho o buhez, ne'm bije ket ho lazhet.
Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.
Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.
Ha Boaz a lavaras: D'an deiz ma preni ar park eus dorn Naomi, e preni ivez eus Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg an hini marv, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh.
An hini a c'helle dasprenañ a lavaras: N'on ket evit dasprenañ, gant aon na foeltrfen va hêrezh. Te, daspren ar pezh a c'hellan dasprenañ, pa n'on ket evit dasprenañ evidon.