Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
Levr Rud 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon. |
Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.
Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.
Ha bremañ va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl zorojoù va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius.
Chom amañ an nozvezh-mañ, ha setu a-benn warc'hoazh, ma fell dezhañ da zasprenañ, mat e vo, e taspreno, met ma ne blij ket dezhañ da zasprenañ, me a zaspreno ac'hanout; an AOTROU a zo bev. Chom gourvezet amañ betek ar mintin.
Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.
Da'm meno, ret eo din reiñ da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amañ ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenañ, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenañ, disklêr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenañ, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.