Ne'c'h eus ket va lezet da bokat da'm mibien na da'm merc'hed! Graet ec'h eus kement-se gant follentez.
Levr Rud 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag int a savas o mouezh hag a ouelas c'hoazh. Orpa a bokas d'he mamm-gaer, met Rud en em stagas outi. |
Ne'c'h eus ket va lezet da bokat da'm mibien na da'm merc'hed! Graet ec'h eus kement-se gant follentez.
Laban a savas beure-mat, a bokas d'e vibien ha d'e verc'hed hag o bennigas, hag ez eas. Evel-se, Laban a zistroas d'ar gêr.
An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.
Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?
An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.
Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Goude bezañ klevet ar c’homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa.
Koulskoude hiniennoù en em unanas dezhañ hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoù all ganto.
Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.
ha gortoz a rafec'h betek ma vefent bras? Daoust hag evito e chomfec'h a-du hep addimeziñ? Nann va merc'hed, rak ez on en ur brasoc'h c'hwervded en abeg deoc'h, pouezet warnon eo dorn an AOTROU.
Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoù, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer.
Mont a reas kuit eus al lec'h ma oa o chom gant he div verc'h-kaer, hag en em lakajont en hent evit distreiñ da vro Juda.
Boaz a respontas dezhi: Kement ac'h eus graet da'z mamm-gaer abaoe marv da bried a zo bet disklêriet din, penaos ac'h eus lezet da dad, da vamm ha da vro c'henidik, evit dont war-zu ur bobl n'anavezes ket diagent.