Leviegezh 9:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aaron a savas e zaouarn war-zu ar bobl hag o bennigas. Hag e tiskennas, goude bezañ kinniget an aberzh-dic’haouiñ, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù. |
Mibien Amram a voe: Aaron ha Moizez. Aaron a voe lakaet a-du evit santelaat ar pezh a zo santel-meurbet, eñ hag e vibien, da viken, evit kinnig an ezañs dirak an AOTROU , evit ober e servij, evit bennigañ da viken en e anv.
Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.
E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.
Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.
Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.
Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.
Hag an aberzhourien mibien Levi a dostaio, rak an AOTROU da Zoue en deus o dibabet evit e servijañ hag evit bennigañ en anv an AOTROU, hag eus o genoù e vo barnet pep enebiezh ha pep taol.
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.