Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.
Leviegezh 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. |
Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.
Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.