Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Leviegezh 8:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, a lakaas gwad war flipezenn o skouarn dehou, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. |
Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.
Kemer a reas al lard, al lost, an holl lard a c’holo ar bouzelloù, ar flipezenn a zo war an avu, an div lounezhenn gant o lard hag ar skoaz dehou;