Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Leviegezh 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. |
Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Hag e kemeri ar c'hole evit an aberzh-dic'haouiñ, hag e vo devet el lec'h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.
Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,