Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
Leviegezh 7:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An den a zebro gwad bennak, an den-se a vo lamet eus e bobl. |
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.
En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emañ ar bobl o pec'hiñ a-enep an AOTROU , o tebriñ gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras.