Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
Leviegezh 7:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met un den dic’hlan hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl. |
Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.
Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
An hini a zebro dioutañ a zougo e zireizhder, rak en devo disakret ar pezh a zo santelaet evit an AOTROU; an den-se a vo lamet eus e bobl.
Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.
Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ,
An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.
Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ.
Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.
Ha ne lavaras Saül netra en deiz-se, dre ma lavaras ennañ e-unan: Un dra bennak a zo c'hoarvezet gantañ, ha n'eo ket glan, a-dra-sur n'eo ket glan.