Hag un oan eus an tropell diwar daou c'hant, eus peurvanoù druz Israel, evit un donezon, evit ul loskaberzh, hag evit un aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evito, eme an Aotrou AOTROU.
Leviegezh 6:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan. |
Hag un oan eus an tropell diwar daou c'hant, eus peurvanoù druz Israel, evit un donezon, evit ul loskaberzh, hag evit un aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evito, eme an Aotrou AOTROU.
Setu, ar gwad n’eo ket bet douget e-barzh ar santual, ret e oa deoc’h e zebriñ er santual, evel ma em eus gourc’hemennet.
Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.
Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec’hed, a zo devet er-maez eus ar c’hamp.