Fichañ a reas al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour.
Leviegezh 6:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv |
Fichañ a reas al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour.
Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.
Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic'haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.
Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.
Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.
Bez’ emañ eus an aberzh a gablusted evel eus an aberzh-dic’haouiñ, an hevelep lezenn o deus: ar prof a vo d’an aberzhour a raio an dic’haou.
Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?