Leviegezh 6:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.
Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.
Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.