Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
Leviegezh 6:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep donezon eus un aberzhour a vo devet en he fezh; ne vo ket debret. |
Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.
ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.