Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Leviegezh 6:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh. |
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.
Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.
Aozet e vo war ar baelon gant eoul, hag e tegasi anezhañ kemmesket; an donezon-mañ a ginnigi a dammoù poazhet evel ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
Mibien Israel a yeas kuit eus Beerod-mibien-Jaakan evit Mosera. Aaron a varvas eno hag a voe sebeliet. Eleazar e vab a voe aberzhour en e lec'h.
Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav.