E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
Leviegezh 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet. |
E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.
Piv bennak a stoko ouzh e gig a vo santelaet. Mar strink gwad war un dilhad bennak, e walc’hi el lec’h santel an dilhad a zo bet strinket gwad warnañ.
Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.
An AOTROU a lavaras da Aaron: Setu, roet em eus dit karg ar profoù savet e-touez an holl draoù santelaet gant mibien Israel; o roet em eus dit ha da'z mibien abalamour d'hoc'h oleviadur, ur reolenn beurbadus eo.
Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,