Matitia, a-douez al Levited, kentañ-ganet Shallum ar C'horahiz, en doa ar garg eus ar gwestell poazhet er paelonoù.
Leviegezh 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter. |
Matitia, a-douez al Levited, kentañ-ganet Shallum ar C'horahiz, en doa ar garg eus ar gwestell poazhet er paelonoù.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.
An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU.
an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul,
Evit un tourz, ec'h aozi un donezon gant div zekvedenn flour bleud mezet gant un drederenn hin eoul,
e kinnigi gant ar c'hole un donezon eus teir dekvedenn flour bleud mezet gant un hanter hin eoul,
Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, Moizez n’en deus ket roet deoc’h bara an neñv, met va Zad a ro deoc’h gwir bara an neñv.