Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.
Leviegezh 4:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù. |
Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.
Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiñ dirak ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.
Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.
Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.