La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Leviegezh 27:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Da holl brizadurioù a vo hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).

Ver Capítulo



Leviegezh 27:25
9 Referencias Cruzadas  

Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .


An holl aour a oa implijet evit al labour, en holl labourioù ar santual, hag a oa aour ar profoù, a oa nav zalant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl, hervez sikl ar santual.


Ar sikl a vo ugent gera, hag ar vinenn a vo evidoc'h ugent sikl, pemp sikl warn-ugent ha pemzek sikl.


Da vloaz ar jubile, ar park a zistroio d’an hini m’en devo prenet digantañ, da berc’henn an douar.


Ma ec’h eus da brizañ un den adalek ugent vloaz betek tri-ugent vloaz, da brizadur a vo hanter-kant sikl arc’hant, diouzh sikl ar santual,


Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.


Ar re da zasprenañ a vo dasprenet adalek an oad eus ur miz hervez da brizadur, pemp sikl arc'hant, hervez sikl ar santual a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).


e kemeri pemp sikl dre benn; o c'hemer a ri hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).


a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,