Leviegezh 27:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour. |
Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.
Mar santela e bark goude ar jubile, an aberzhour a raio ar prizadur hervez an niver a vloavezhioù a chomo betek ar jubile, hag e vo tennet un tamm eus da brizadur.
Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.