Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.
Leviegezh 26:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu ar reolennoù, ar barnedigezhioù hag al lezennoù en deus lakaet an AOTROU etre eñ ha mibien Israel war Venez Sinai, dre Voizez. |
Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.
a voe gourc’hemennet da Voizez gant an AOTROU war Venez Sinai, an deiz ma c’hourc’hemennas da vibien Israel kinnig o frofoù e lec’h distro Sinai.
Setu ar gourc'hemennoù hag an urzhioù en deus roet an AOTROU da vibien Israel dre Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.
Setu ar re niveret eus tiegezhioù ar Gehatited, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
Setu ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a virot, diouto e reot er vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue da dadoù, evit he ferc'hennañ, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.
Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c'hourc'hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.
Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.
Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.
Setu ar gourc'hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deskiñ deoc'h, evit ma reot diouto er vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ,