Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.
Leviegezh 26:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh. |
Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.
En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.
Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.
Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.
Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.
me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,
Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?
neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.
Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc'h, hag e serrfe an neñvoù, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec'h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc'h an AOTROU.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.