evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.
Leviegezh 25:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h, an douar en devo ur sabad evit an AOTROU. |
evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.
Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d'an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.
Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!
Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.
Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,
Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad.
E-pad c’hwec’h vloaz e hadi da bark, e-pad c’hwec’h vloaz e troc’hi da winieg hag e tastumi ar frouezh anezho,
Pign war venez Abarim, war venez Nebo, a zo e bro Voab, a-dal da Jeriko, ha sell ouzh bro Ganaan a roan da hêrezh da vibien Israel.
Pa lodennas an Uhel-Meurbet o hêrezh d'ar broadoù, pa zispartias mibien Adam, e lakaas bonnoù ar pobloù hervez niver mibien Israel,
An AOTROU a lavaras: Setu ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak, da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez. Diskouezet em eus anezhi da'z taoulagad, met ned i ket enni.