Leviegezh 24:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa raio un den ur gouli d’e nesañ, e vo graet dezhañ evel m’en devo graet, |
torr evit torr, lagad evit lagad, dant evit dant, graet e vo dezhañ an hevelep gouli m’en devo graet da un den all.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.
Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.
Da lagad a vo didruez, buhez evit buhez, lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad.
Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.