Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Leviegezh 24:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Piv bennak a villigo e Zoue a zougo e bec’hed. |
Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.
Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.
Diwar-benn an den glan ha n'emañ ket en beaj, mar tremen hep ober ar Pask, lamet e vo eus e bobl rak n'en deus ket kinniget ar prof d'an AOTROU en amzer dereat; an den-se a zougo e bec'hed.