Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Leviegezh 23:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù. |
Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.
Ne zebrot na bara na tañvouezennoù rostet pe friket betek an deiz-se, betek ma tegasot ar prof d’ho Toue. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.
Komz da vibien Israel ha lavar: Gouelioù an AOTROU a embannot, hag e vint kengalvoù santel. Setu, ar re-mañ eo va gouelioù:
An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, an daou oan gant bara ar frouezh kentañ; santelaet e vint d’an AOTROU, hag e vint evit an aberzhour.
Ne reot labour ebet. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
Al Levited eo ar re a raio servij teltenn an engalv, hag e tougint o direizhder. Ur reolenn beurbadus e vo a rummadoù da rummadoù, ne vo hêrezh ebet evito e-touez mibien Israel.
Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.