Leviegezh 23:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin. |
Ne ginnigot war an aoter c'hwezh-vat estren ebet, na loskaberzh, na prof, ha ne skuilhot eno evadkinnig ebet.
Hag e kinnigo evel donezon un efa a vleud dre gole, un efa dre dourz, hag un hin a eoul dre efa.
Kinnig a ri ivez gantañ un donezon bep beure, ur c'hwec'hvedenn eus un efa (1/6 efa 5 l), hag un drederenn eus un hin (1/3 hin 2 l) eoul evit mezañ ar flour bleud. Un donezon d'an AOTROU eo, da viken, ur reolenn beurbad.
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.
An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kañv.
Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?
D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.
Da zeiz ma hejot ar feskenn, e kinnigot un oan disi eus ur bloaz evel loskaberzh d’an AOTROU,
Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud evel donezon beurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez.
Loskaberzh ar sabad e vo, evit pep sabad, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.