AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.
Leviegezh 22:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h, |
AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.
Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.
lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.
Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini: