Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Leviegezh 22:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret. |
Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.
Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.
Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.
c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.
Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.