Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Leviegezh 22:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhourien ne zisakrint ket traoù santel mibien Israel, ar pezh a ginnigont d’an AOTROU, |
Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.
An hini a zebro dioutañ a zougo e zireizhder, rak en devo disakret ar pezh a zo santelaet evit an AOTROU; an den-se a vo lamet eus e bobl.
lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellañ, ne zisakrot ket traoù santel mibien Israel ha ne varvot ket.